-
Sonennoù evit an tantad
-
Par Goulwen le 2 Mars 2016 à 21:30
Tan tan bu bu tan Tan tan bu bu tan
Lak' an tan er siminal
Tan tan bu bu tan
Lak' an tan 'barzh an tantad
-
Par Goulwen le 1 Mars 2016 à 20:36
Delioù brav,
Delioù sec'h,
Delioù an diskar-amzer
O kouezhañ tro ha tro
Evit mont da fouetañ bro.
-
Par Goulwen le 27 Mai 2015 à 22:05
Tri femoc'h bihan laouen
Tri femoc'h a-barzh o zi maen
Un, daou, tri, tri femoc'h bihan
O tañsal e-kichen an tan
-
Par Goulwen le 24 Mars 2016 à 21:06
Marijanig lagad-bran
Marijanig, ma filhorezig
Marijanig lagad-bran
a vez atav e-tal an tan.
Tan, tan, tan!
Da dommat da Varijanig
Tan, tan tan!
Da dommat da Varijan.
Pa vez erc'h ha skorn kalet
E vez atav war an oaled.
Pa vez glav hag amzer zu
E vez atav 'touez al ludu.
-
Par Goulwen le 27 Mai 2015 à 21:54
-